Breton proverbs
Breton is a Southwestern Brittonic Celtic language spoken in Bretagne which lies in northwestern France.
There are many Breton proverbs and particular sayings, like in every culture. Here is a selection from more than 1,400 collected through time by Breton researchers.
Animals
edit
|
Children
edit
|
Death
edit- Avel, holl avel ! Ez eo ret mervel ► Wind, everything is wind! One must die
- Ha c'hwi a garje kaout ur marv mat ? — Bevit ervat ► Would you like a nice death? — Live well
- Kozh ha yaouank, ha da bep oad / An Ankoù 'zeuio d'ho falc'hat ► Old and young, and at every age, the Ankoù will come to scythe you [6]
- Marv eo mamm an avaloù ha disec'het plant ar sistr ► The apples' mother is dead and the cider plant dried up
- Mervel a raimp ha n'hor bezo ket bet amzer da ziskuizhañ ► We'll die and we won't have time to rest
- Meur a varc'h mad a zo marvet o vont adarre ► More than one horse died while going again
- Nag a boan, ha mervel goude !... ha bezañ daonet c'hoazh marteze ! ► So much pain, and die afterwards!... And be damned perhaps!
- N'eus born ebet er vered ► There is no one-eyed person in the cemetery
- Pa gaser ar paour d'an douar / Kloc'h bras ar barrez zo bouzar ► The big parish bell is dumb when the poor is sent to the ground
- Ret e vez mervel evid diskouez e vezer bet klañv ► One has to die to show he was ill
- Ul liñsel wenn ha pemp plankenn / Un dorchenn blouz dindan ho penn / Pemp troatad douar war c'horre / Setu madoù ar bed er bez ► A white shroud and five boards, a straw cushion under your head, five feet of soil atop, that's the world's wealth in the grave
Family
edit- Ar gwellañ tra en tiegezh / Eo ur wreg leun a furnez ► The best thing in the family is a wise wife
- Ar gwragez, siwazh ! hag ar gwin / A laka an tiegezh war an tu-gin ► The wives, alas! and the wine turn the family upside down
- Ar wreg, an arc'hant hag ar gwin / O deus o mad hag o binim ► Wife, money and wine have their good and their poison
- Edan tri deiz e skuizh pep den / Gant glav, gant gwreg ha gant estren ► After three days, every man is tired with rain, wife and stranger
- Gwreg a labour en he zi / Ne vez kalz anv anezhi ► One seldom hears about a wife who works in her house
Farming
edit- Al labourer a-viskoazh / A zebr ur garg douar ar bloaz ► From time immemorial, the ploughman eats a load of soil every year
- An amzer eo a ra ar foenn, neket an dud eo ► The weather makes the hay, people do not
- An douar zo kozh met n'eo ket sot ► The soil is old but it is not stupid
- An hini a ved hag a had souden / A goll ur bara war bep ervenn ► Whoever harvests and sows all of a sudden loses a loaf of bread every furrow
- Ar gwin koshañ eo ar gwellañ ► The older the wine, the better
- Ar gwinizh du paneve gant ar vezh / A ziwanfe en un nozvezh ► Wheat, if not shameful, would sprout in a night
- Atav e kav an den eost an amezeg gwelloc'h eget e hini ► One always finds that his neighbor's harvest is better than his
- Bezhin glas ha teil du / A laka kouer war e du / Bezhin du ha teil louet / A gas kouer da glask e voued ► Green algae and black manure do the ploughman good, black algae and grey manure Leads the ploughman to beg
- Blev konikled, plu klujar / N'int ket mat da stuiañ douar ► Rabbit hair, partridge feathers are no good to manure the ground [7]
- Bloavezh glizh / Bloavezh gwinizh ► Dew year, wheat year
- Bloavezh gwenan, bloavezh ed / Bloavezh c'hwiled, ne vez ket ► Bee year, wheat year; bug year, there's not
- Bloavezh hogan, boavezh ed / Bloavezh irin ne vez ket ► Hawthorn fruit year, wheat year; sloe fruit year, there's not
- Bloavezh kelion / Bloavezh had melchon ► Fly year, sow clover [8]
- Bloavezh kraoñ, bloavezh ed / Hanter kolo, hanter hed / Greun an arc'h dispartiet ► Nut year, wheat year; half straw, half length; the grain sorted out in the chest
- D'ar c'hann emañ ar preñv el loar ► The maggot is in the full moon
- Diwar an treuzgeot e vez ed / Diwar an onkl ne vez ket ► From wheat grass, wheat; from false oat-grass, there's not
- Diwar brec'h al labourer emañ ar bed-holl o vevañ ► The whole world lives upon the ploughman's arm
- Douar askol, douar ed / Douar raden, douar brulu, n'eo ket ► Thistle ground, wheat ground; fern ground, fox-glove ground, are not
- Douar graeek, douar greunek ► Gravely ground yields grain
- Dre balat sonn / Ez a ar c'hlaz don ► Deep turning over: deep greenery
- Dre o beg e tozv ar yer ► Hens lay eggs through their bills
- Du ar vouarenn / Darev ar segalenn ► Black the blackberry: ripe the rye
- Er bloaz bizeost, neb a vez fin / A laka kanab e-lec'h lin ► On leap year, whoever is smart sows hemp instead of flax
- Evit ar raned da gano / Ma buoc'hig paour-me a varvo / Pa gano ar goukoug deomp-ni / Ma buoc'hig-me ne varvo mui ► When the frogs sing, my poor little cow will die; when the cuckoo sings for us, my little cow won't die anymore
- Gant ar pradoù ez eo e vager al loened / Al loened a ro teil hag an teil a ro ed ► The meadows feed the animals: the animals yield manure and the manure yield wheat
- Gant dilhad tomm ha bevañs mat / Pep miz goañv zo dereat ► With warm clothes and good food, every winter month is acceptable
- Gra fall d'an douar, ne denni tra dioutañ ► Hurt the soil, you won't get anything from it
- Gwashañ tra a c'hell en em gavout gant ur merer/ Eo klevet kilhog e vestr ► Worst thing that can happen to a farmer: hearing rooster his landlord (The landlord's house should not be too close to the farm)
- Gwelloc'h bevañ div vuoc'h gant boued teir eget teir gant boued div ► Better feed two cows on food for three than three on food for two
- Gwelloc'h plantañ rabez eizhtez a-raok gouel Yann ► Better to plant turnips a week before Midsummer Day
- Gwinizh war-lerc'h heiz / Fallañ gounidigezh e Breizh ► Wheat after barley: the worst farming in Brittany
- Heiz dibell ha gwinizh pellek / A laka an arc'h da vout barrek ► Barley without chaff and chaffy wheat makes the chest brim
- Justañ tra er menaj : an teil hag an arc'hant ► What's most on the short side in a farm: manure and money
- Kurun diouzh ar gevred / Marrat bepred ► Thunder from the south-east: keep on swailing
- Kurun diouzh ar gwalarn / Taol ar varr er sanailh ► Thunder from the north-west: throw the swail into the loft
- Labourit a-dreuz, labourit a-hed / Teilit mat hag ho po ed ► Plough widthwise, plough lengthways, manure well and you'll get wheat
- Lagad ar mestr a lard ar marc'h / Hag a laka ed 'barzh an arc'h ► The master's eye fattens up the horse and puts wheat in the chest
- Mar deu d'ar vuoc'h dilaezhañ / Kenavo mignon, ha skamp ► If the cow dries up: farewell, friend, and run away
- Mar fell deoc'h droukprezeg ho ed / Kit e miz Ebrel d'o gwelet ► May you want to slander your wheat, go to see it in April
- N'eo ket gant bokedoù / E larta an hoc'h en e graou ► It is not on flowers that the pig fattens up in its shed
- N'eo ket mat hadañ rabez war ar c'hresk loar ► Don't sow turnips on a rising moon
- Na espern teil met espern had / Ha mard ac'h eus hadet un dornad / Neuze ez pezo eur falzad ► Do not save manure but save seeds, and if you have sown a handful you'll get a sickleful
- Na gemerit evit merour / Nag ur c'har nag un treitour ► Do not pick for tenant neither kin nor traitor
- Neb a gign e vaout er bloaz-mañ / A vez kuit da vloaz d'e douzañ ► Whoever skins his ram this year won't have to shear it next year
- Neb a ya gant e votoù war an ed / A ya diarc'hen da glask e voued ► Whoever walks with his shoes on his wheat goes barefoot to beg
- Pa gan ar goukoug gant gouel Yann / E chom an ed pell war o dramm ► When the cuckoo sings on Midsummer Day, the wheat stays for along time in swaths
- Pa gan ar ran e kreiz an deiz / Neuze 'vez poent gounit an heiz ► When the frog sings in broad daylight it's time to sow barley
- Pa gan ar ran e kreiz ar prad / Neuze 'vez poent gounit pep had / Nemet al lann hag ar pilad ► When the frog sings in the middle of the meadow, it's time to sow every seed except gorse bush and hulless oat [9]
- Pa gano an durzhunell / Me 'bo laezh e-leizh ma skudell ► When the turtledove sings I'll get my bowful of milk
- Pa hadi kas had/ Pe laosk dihad ► Sow plenty when you sow, or leave without seeds
- Pa sav al loar a-barzh an noz / Had ar panez antronoz ► When the moon rises to the north, sow parsnips the day after
- Pa varv ar gerc'henn gant ar riv / Unan a chom a dalv div ► When an oat seed gets frozen, one that remains is worth two
- Pa vez avel greñv, nizañ / Pa vez kalm, tamouezañ ► Strong wind, winnowing; no wind, sifting
- Pa vez glav da c'houel Madalen / E vrein ar c'hraoñ hag ar c'hesten ► Rain on St. Magdalen's day: rotten nuts and chestnuts [10]
- Pa vez gwelet un aval e-kerzh gouel Yann / E-kerzh gouel Mikael e vez kant ► An apple on Midsummer Day: a hundred on St. Michael's day.[11]
- Pa vez houarnet ar c'harr / Er pod e lakaer ar yar ► Time to rim the cart with steel: time to put the hen in the pot
- Pa vez ker ar bleud / E vez kezeg treut ► Expensive flour: scraggy horses
- Pa zeu bleuñv d'ar gwinizh / E tigresk al laezh livrizh ► When the wheat flowers, the sweet milk grows scarce
- Pa zeu gouel Yann / E nebeuta al laezh hag an amann ► Come Midsummer Day, the milk and the butter grow scarce
- Pa ziver an dour eus korn an ejen / E vez poent gounit ar winizhenn ► When water flows from the ox's horn, it's time to sow wheat
- Pask abred / Pep tra abred ► Early Easter, everything early
- Pask kailharek / Solier barrek ► Muddy Easter, full loft
- Pri touseg, kolo ha foenn / A ra ur voger penn-da-benn ► Mortar, straw and hay make an entire wall
- Re gozh an douar d'ober goap outañ ► The ground is too old for being scoffed at
- Roit d'ar saout boued fraezh / Hag e savo dienn war al laezh ► Give good food to the cattle and cream will rise on the milk
- Serrit ar gwazhioù / Douret eo ar pradoù ► Close up the streams, the meadows are watered [12]
- Teil a-grogadoù / Segal a-bochadoù ► Handfuls of manure: bagfuls of rye
- Teil deñved ha hadañ diouzhtu / A laka an heiz da vezañ druz ► Sheep manure and sowing at once fatten the barley
- Un hed gwenan a-raok gouel Yann / A dalv ul leue en e vamm ► A swarm before Midsummer Day: a calf in its mother
Food
edit- Al lêr a baeo ► The leather will pay (They will suffer from too much food)
- An dour red ne ra droug da zen ebet ► Flowing water doesn't hurt anybody (Unlike stagnant water.)
- An holl draoù mat d'ar staoñ ne vezont ket atav mat d'ar stomog ► What tastes good to the palate isn't always good for the stomach
- An tamm hag al lomm / A zalc'h an den en e blom / Al lomm hag an tamm / A ra dezhañ kaout lamm ► The bit and the drop keep the man straight; the drop and the bit make him stumble
- Ar c'housked zo hanter voued ► Sleep is half food
- Ar mouar du ne vezont mui mat / P'en deus kac'het labous sant Mikael war ar prad ► Blackberries go bad when saint Mic'hael's bird has left droppings on the meadow
- Ar pod dour pa zeu en ti / A brest e c'hwitell da bep hini ► When the jar of water comes home it lends its whistle to everyone
- Ar soubenn a zalc'h ar c'hof diroufenn ► Soup keeps the belly free of wrinkles
- Avaloù-douar da walc'h / Hag ar c'hig just a-walc'h ► Potatoes galore and meat just enough
- Bara ha dour / A zalc'h ar sac'h bourr ► Bread and water keep the bag full
- Biskoazh bara tev / N'en deus graet fall d'un den bev ► Thick bread never harmed any living person
- Biskoazh den gant naon bras / Tamm bara fall ne gavas ► A starving person never found a bad piece of bread
- Brammat a ra ar bourc'hiz pa vez goullo e gof / Breugeudiñ a ra ar Breizhad pa vez leun e gof ► The wealthy fart when their belly is empty, the Bretons belch when their belly is full
- Debriñ a ra d'an nev evel ma ra Roc'han ► He eats from the trough like Rohan's son does [13]
- Ev da win pur ha soubenn domm / Ha pep hini diouzh ezhomm ► Dink your wine undiluted and hot soup, and both according to needs
- Fars forn a vez debret gant an dorn ► Custard flan is best when eaten by hand
- Friko da Sul, friko da Lun / Ha bara sec'h e-pad ar sizhun ► Banquet on Sunday, banquet on Monday, and dry bread all week long
- Gant goanag ha dour yen / E c'heller bevañ meur a zen ► Hope and cold water can feed several persons
- Gwelloc'h c'hwezh vat eget trouz arc'hant ► Better good smell than jingling money
- Gwelloc'h eo kof da freuzañ eget boued da venel ► Better belly torn up than leftovers
- Gwelloc'h ur pred bepred / Eget ur boezellad ed ► Better dinner everyday than a bushel of wheat
- Gwelloc'h fav eget netra ► Better beans than nothing
- Gwelloc'h un tamm bemdez / Eget re da Veurlarjez ► Better a bit everyday than too much on w:Mardi Gras
- Gwelloc'h un ti bihan bouedek / Eget un ti bras avelek ► Better food in a little house than a big windy house
- Kafe bervet / Kafe lazhet ► Boiled coffee, dead coffee
- Kement zo fall / A gar ar sall ► Everything bad loves salt
- Ker gwazh re ha re nebeut ► Too much is as bad as too little
- Kistin poazh / Bramm hag ez po c'hoazh ► Cooked chestnuts: fart and you'll get more
- Krampouezh hag amann zo mat / Un nebeudig eus pep sac'had / Hag ar merc'hed war ar marc'had ► Pancakes and butter are good, a bit from every bag and the women on top of all that
- Laerezh e amzer hag e voued / Brasañ pec'hed zo er bed ► Stealing one's time and one's food: worst sin in the world
- Laezh ha kig zo ampoezon rik, kig ha laezh zo medisinerezh ► Milk and meat are pure poison, meat and milk are medicine
- Laka kig er pod / An tan, sur, en devezo e lod ► Put meat in the pot, for sure the fire will get its share
- Mesper, da foarañ treid da zivesker ► Quinces, and crap all over your legs' feet
- Neb a zebr avaloù poazh / Birviken askorn ne gac'has ► Whoever ate cooked apples never crapped any bone
- Neb a zebr stripoù / A zebr kaoc'h a-wechoù ► Whoever eats tripe eats some crap sometimes
- Neb zo laouen gant bara sec'h / A gav da beuriñ e pep lec'h ► Whoever is happy with dry bread finds food everywhere
- Nemet sec'hed pe naon ez pije / Na zebr tamm ha na ev banne ► Save when you're thirsty or hungry, don't eat a bit and don't drink a drop
- Ne vo ket bras lod pep hini / Ur grampouezhenn etre nav c'hi ► Everyone's share won't be big: a pancake between nine dogs
- Paourentez a dosta en kuzh / Eus kegin lipous ha re zruz ► Poverty comes near on the sly through mouth-watering and too fatty cooking
- Pep kouilhourenn a gav mat he c'heusteurenn ► Every slattern like their cooking
- Sac'h goullo ned eo ket evit chom en e sav / Pa vez leun ar sac'h ned a ket ken e-barzh ► An empty bag can't stay up; nothing can go into it when it's full
- Soubenn an tri zraig : dour, holen ha baraig ► The three bit soup: water, salt and pieces of bread
- Tammoù bihan hag alies / A garg ar c'hof pa vez diaes ► Little bits and often load the belly at hard times
- Tan, dour ha bara a gaver e pep lec'h ► Fire, water and bread are found everywhere
- Tri seurt tud a laka amann war o bara : ar veleien abalamour ma 'z int sakr, an dudjentil abalamour ma 'z int nobl, ar beizanted abalamour ma 'z int sot ► Three kinds of people lay butter onto their bread: priests because they are holy, gentlemen because they are noble, peasants because they are stupid
Friendship
edit- Ar vignoned ne roont ket / Etrezo pep tra a vez rannet ► Friends do not give, they share everything
- Keit ha n'ho po ezhomm ebet / E kavot kalz mignoned / Pa zeu berroù a-wel / Kalz mignoned a dro banniel ► As long as you are not in need you'll find lots of friends; come dire straits, lots of friends turn their banner
- Neb a gemer ha na ro ket / N'en deus mignon ebet / Neb a gemer hag a ro / En deus karantez e pep bro ► Whoever takes without giving doesn't have any friend; whoever takes and gives gets love in every country
- Ur c'hozh ti soul ennañ ur mignon/ Zo ul lez kaer d'ar galon ► A lousy house with a friend in it is the heart's court
- Ur mignon mat zo gwelloc'h eget kar ► A good friend is better than kin
Health
edit- Aesoc'h klemm eget kaout poan ► Moaning is easier than striving
- Anez ar yec'hed n'eus netra ► There's nothing apart from health
- Ar boan a zered d'an daoulamm / Da vont kuit e vez morzet ha kamm ► Pain comes at top speed, then it is lame and numb when leaving
- Bout gwelet ar bleiz ► To be seen by the wolf (To be hoarse.)
- Doue a gas ar c'hleñved kuit / Gant al louzaouer ez a ar gounid ► God removes the disease, the healer gets the money
- Hennezh e vez atav vi pe labous o c'hoari gantañ ► There is always an egg or a bird playing with him (He's in poor health.)
- Klañv hep glac'har / Kamm ki pa gar ► Ill without groaning, the dog is lame when it wants to be so
- Klemm-klemm a ya da gozh ► Moaners get old
- Mar grez biloù e teui da vout tort ► You'll be hunchbacked if you worry
- Neb a ziwall sec'hed / A ziwall yec'hed ► Whoever watches his thirst watches his health
- O nezañ e neudenn emañ ► He's spinning his thread (His health is getting worse.)
- O reiñ d'ar c'horf e c'houlennoù / E teu dezhañ gwall gleñvedoù ► Keeping up with the body's demands brings serious diseases
- Pa vez ar boan en he gwashañ / E vez darev ar gor da ziskargañ ► When pain is at its peak, the abcess is about to burst
- Remm : debriñ boued ha klemm ► Rheumatism: eating food and groaning
Idlers
edit- Anez labourat, brec'h didorr ► Whoever doesn't work doesn't break his arm
- Bepred didalvez a gav digarez ► The useless always finds an excuse
- Didalvedigezh, mamm ar baourentez ► Uselessness, poverty's mother
- Fallañ ibil a zo er c'harr a wigour da gentañ ► The worst peg in the cart creaks first
- Hennezh ne c'hwezo ket el lec'h ma c'hwez ar broc'h ► He won't sweat where the badger sweats
- Kouez al loudourenn / Pa 'z eo sec'h zo gwenn ► The slattern's washing is white when dry (The idlers never look at the result of their work.)
- Neb n'en deus ket c'hoant da gaout naon / Ne chom ket re bell war e skaoñ ► Whoever doesn't want to get hungry never stays long on his stool
- Un den yaouank karget a ziegi / A zastum poan war-benn e gozhni ► A young idler gathers grief for his old age
Jobs
edit- Ar barazher a oar dre c'hwezh / Hag eñ e vez tra vat er pezh ► The butter maker knows by smell whether there is good stuff in the chum
- Ar c'hemener diwar e dorchenn / Pa gouezh a gouezh en ifern ► The tailor falls from his cushion into Hell
- Ar mañsoner a gar an hini / En deus iliav-red ouzh e di ► The mason loves whoever has ivy over the house
- Er c'hivijerezhioù an ejened / Zo buoc'hed ► In the tanneries, the oxes are cows
- Evañ gwin, kañjoliñ merc'hed / Setu dever ar c'hloareg ► To drink wine and to cuddle women, that's the priest's duty
- Gwelloc'h eo bout kiger eget leue ► Better be a butcher than a calf
- Kemener brein / An diaoul war e gein ► Rotten tailor, the devil on his back
- N'eo ket gwreg ar c'here/ He deus ar gwellañ botoù ► The best shoes are not the shoemaker's wife's
- N'eus ket hardisoc'h eget roched ur miliner / Rak bep mintin e pak ul laer ► There's nothing bolder than a miller's shirt: it packs a thief every morning
- Naontek micher, ugent mizer ► Nineteen jobs, twenty woes
- Nav c'hemener evit ober un den ► It takes nine tailors to make a man
- Neb a glask afer ouzh an artizaned / Zo sur da vezañ gwanet ► Whoever tries to pick a quarrel with craftsmen will surely be in trouble
- Neb a lavr ur c'hemener / A lavar ivez ur gaouier ► Whoever talks about a tailor talks about a liar
- Pa vez ker al lêr / E c'hoarzh ar botaouer ► The shoemaker laughs when the leather is expensive
- Tiez savet gant krec'hin tud / A saver ker buan, ken divrud ► Human skin houses are build quickly and silently [14]
Languages
edit- Galleg saout / Den n'eo gouest d'e anaout / Brezhoneg kezeg / Den n'eo gouest d'e brezeg ► Nobody can understand cattle's French, nobody can speak horses' Breton
- Gwell eo brezhoneg mat evit galleg fall ► Better speaking good Breton than speaking bad French
Life
edit- An amzer a dremen hag ar vuhez a ziverr ► Time goes on and life shortens
- Ar vuhez hirañ zo c'hoazh berr / Hag ar bec'h skañvañ c'hoazh pounner ► The longest life is still short, and the lightest load is still heavy
- Ar vuhez vat a bad atav / Ar vuhez fall a baouezo ► Good life always lasts, bad life will come to an end
- Evit bevañ gant levenez / N'eus ket ezhomm aour na perlez ► To live with joy, no need for gold or pearls
- Bout zo tri seurt bevañ : bevañ, bevaik ha bevetezh ► There are three ways of life: living, living from hand to mouth and living in poverty
Love
edit- An aour melen a vez rannet / Ar garantez ne vez ket ► Yellow gold is divisible, love is not
- Ar feiz a zibrad ar menezioù / Ar garantez a gas d'an neñvoù ► Faith lifts mountains, love sends to paradise
- Ar garantez d'en em vagañ / A rank kaout dour ha bara ► Love must feed on water and bread
- Ar garantez zo d'ar gened / Evel glizh an hañv war ar boked ► Love is to beautyh what the summer dew is to the flower
- Ar gwir garantez zo un tan / Ha ne c'hall ket bevañ en e unan ► True love is a fire that cannot live alone
- En doujañs emañ ar garantez ► Love lies in respect
- En em garout hep karout den / Zo bezañ fallañ loen ► To love oneself without loving anyone is being the worst of animals
- Evit ur boanigenn, kant madigenn ► For a little pain, a hundred little sweets
- Fritañ laouenn ar baourentez / War pillig ar garantez ► To fry poverty's louse on love's pan
- Gwell eo en em garout nebeutoc'h / Evit ma pado pelloc'h ► Smaller love lasts longer
- Kareañ kanaouenn zo er bed / Eo hini ar muiañ karet ► The most beautiful song in the world is your love's one
- Karout kened ne bad ket pell / Karout onestiz zo gwell ► Better love honesty than beauty (It lasts longer.)
- Madoù a ya war-bouez ar stêr / Hag ar garantez a chom er gêr ► Wealth goes with the river and love stays home
- Ret eo anavezout a-raok karout ► One must know before loving
Marriage
edit- A-barzh e vezo fin ar bed / Ar fallañ douar gwellañ ed / Ar fallañ merc'h gwellañ dimezet / Hag ar besterd a-raok oc'h ober tro ar vered ► Before the end of the world: best wheat on worst soil, worst daughter best married, and the bastards leading the procession
- A-raok soñjal da zimeziñ / Ret eo kaout un ti / Ha douar diouti ► Before contemplating marriage, get a house and land to it
- A-ziwar moue ar gazeg E vez paket an ebeulez ► Catch the filly by the mare's mane • "Appeal to the future mother-in-law to get her daughter."
- Aesoc'h dimeziñ / Evit sevel ti ► It's easier to get married than to build a house
- An dimezioù a ziabell / A c'halv un tiig ur c'hastell ► Marriages from far away call a little house a castle
- An dimeziñ : pemp kant lur poan hag ur c'hartouron plijadur ► Marriage: five hundred pounds worth of pain and a bit of pleasure
- An durzhunell a ra truez / P'he deus kollet he farez ► Take pity on the turtledove which has lost its female
- An hini a blij ar c'hizhier dezhañ en devez ur wreg koant ► Whoever is keen on cats gets a pretty wife
- An tog a rank mestriñ d'ar c'hoef ► The hat must be master over the headdress
- An truilhoù, ar merc'hed brav / A gav fred atav ► Rags and pretty women always find a buyer
- Ar bank en tan ne lakaer ket / Dre ma vez an alc'hwez kollet ► Do not throw the chest into the fire because the key is lost [15]
- Ar gened zo war-lerc'h ar mad / Keit ha ki kamm war-lerc'h gad ► Beauty runs after wealth as long as a lame dog after a hare
- C'hoant dimeziñ ha bevañ pell / En deus pep Yann ha pep Katell / Dimezet int, pell e vevont / Holl war o giz e karfent dont ► Every John and Kate want to marry and live long; they marry, they live long, they all would go back
- Da bep oad e red ar c'hi war-lerc'h ar c'had ► At every age, the dog runs after the hare
- Da vont da zougen ar Werc'hez / E ranker prenañ dantelezh ► One must buy lace to carry the Virgin
- Da zimeziñ, gwelloc'h kalon vat ha tener / Eget arc'hant leizh ar baner ► For marriage, better good tender heart than a basketful of money
- Dimez da vab pa gari / Ha da verc'h pa c'halli/ Gwelloc'h eo dimeziñ merc'h / Eget kaout anken war-lerc'h ► Have your son married went you want and your daughter when you can; better get the daughter married than grief later
- Diouzh pep troad n'eo mat pep botez / Ha da bep gwaz ned a pep maouez ► Every shoe doesn't suit every foot and every woman doesn't suit every man
- Divalav daou zen a gavfet / Paotr hep barv ha plac'h barvek ► The ugliest people one can find: beardless boy and bearded girl
- El lec'h ma vez ur c'hilhog / Ne gan ket ar yar ► Where there is a rooster, the hen doesn't sing
- Etre an dimeziñ hag an eured / Emañ an diaoul o redek ► Between engagement and wedding, the devil runs
- Etre an dimeziñ hag ar c'heuz / N'eus nemet treuz ar c'hleuz / Ha pa vo sellet mat / N'eus nemet treuz ur votez koad ► Between wedding and regrets there's only the thickness of a hedge, and when one watches there's only the thickness of a clog
- Evit reizhañ ar bleizi / Ez eo ret o dimeziñ ► To calm down the wolwes, one must marry
- Fall eo ar yar mar n'eo evit ar c'hilhog ► The hen is bad if it refuses the rooster
- Gant ar c'hoant fortuniañ e c'heller ober tro ar bed / Gant ar c'hoant kac'hat ne c'heller ket ► Craving for marriage can lead to tour round the world; needing the toilet cannot
- Gouezit ervad petra emaoc'h oc'h ober : an dimeziñ n'eo ket marc'had unnek eur hanter hag a echu da greisteiz ► Know well what you're doing: marrying is not a deal at half past eleven that ends at noon
- Gwell eo beroù war an oaled / Eget e ti marc'h rous ar pried ► Better skewers on the fireplace than in the spouse's russet horse shed [16]
- Gwelloc'h dibab brun / Eget chom da yun ► Better choose brown than staying without food [17]
- Hennezh eo bet c'hwezhet e fri dezhañ ► That one got his nose blown (The girl chose another man.)
- Kalon ur wreg zo un delenn / Hag a son kaer pa gar un den ► A wife's heart is a harp which sounds gently when she loves someone
- Kentoc'h e skuizh ar freilh evit al leur ► The flail gets tired before the threshing floor does (The man gets tired before the woman does.)
- Kuzul gwreg ha heol abred / Gwech a vez mat, gwech ne vezont ket ► A wife's advice and early sun sometimes are good, sometimes are bad
- Maen uz karr, karr uz maen ► The stone wears the car away, the car wears the stone away
- N'eo ket blev melen ha koantiri / A laka ar pod da virviñ ► Blond hair and beauty don't keep the pot boiling
- N'eo ket skiantek an hini / A ro ali da zimeziñ ► Whoever counsels marriage doesn't have any sense
- N'eus dimeziñ nemet unan / An hini a zimez da zaou, da dri / A ya d'an ifern da leskiñ / An hini a zimez da dri, da bevar / A ya da viken gant ar gounnar ► Marriage is to one only: whoever marries two or three goes to Hell to be burnt, whoever marries three or four goes with the devil for ever
- N'eus ket a gozh votez / Na gav ket he farez / Nemet devet e vez ► Any old shoe finds its double unless it is burnt
- N'eus tiegezh hep buanegezh ► There is no household without anger
- Neb a avantur e wreg / E-lec'h unan en deus dek ► Whoever risks his wife gets ten instead of one
- Neb a gemer e bar / A zimez a-benn pa gar ► Whoever takes his double marries when he desires to
- Neñv koumoulek, avel krinet, gwreg kozh kinklet ne badont ket ► Cloudy sky, dry wind, old wife dolled up do not last
- Ozhac'h da ziwezhañ a rank mont da gousket / Ha gwelet mat hag e zor zo prennet ► The husband must be last to go to sleep and check that his door is locked up
- Pa vez an tan en daou benn d'an ti nevez ne vez ket pell o teviñ ► The new house burns fast when fire brokes out in both sides
- Pa vez brasañ ar brezel e vez tostoc'h ar peoc'h ► When war is at its peak, peace is near
- Pelec'h e kavot ur wreg vad ? D'an neñv e ranker mont d'he c'herc'hat ► Where will you find a good wife? In the heavens you must fetch her
- Piv zo kasaus d'an holl ? An diaoul hag ur wreg foll ► Who's odious to everyone? The devil and a mad wife
- Ret eo mervel evit bezañ meulet / Dimeziñ evit bezañ dispennet ► One must die to be praised, marry to be maligned
- Seul dostoc'h, seul dommoc'h ► The nearer, the warmer
- Un alc'hwez arc'hant a zigor / Gwell evit un alc'hwez houarn an nor / Gwell evit arc'hant un alc'hwez aour ► A silver key opens the door better than an iron key, a golden key does better than a silver one
- Un taol tog en deus bet ► He got a hats off (He got a daughter to marry)
- Ur bennhêrezh pa vez fall / A dalv kant skoed war unan all ► A bad main heiress is worth a hundred crowns more than another
- Ur c'had gwelet a-bell a dro da louarn a-dost ► A hare seen from afar becomes a fox when seen close to (One can be surprised when marrying a stranger)
- Ur c'hilhog kement ha ma dorn / Zo trec'h d'ur yar kement hag un ti-forn ► Ur rooster as big as a hand defeats a hen as big as a village oven
- Ur c'hoari kaer a vez en ti / Mard eus kegel o komandiñ ► There's a pretty game in a house where the distaff commands
- Ur c'hozh botez bet er vouilhenn / M'he deus madoù a gav perc'henn ► A muddy old shoe finds an owner if it has property
- Ur pennhêr hag ur bennhêrez / A ra alies gwall diegezh ► A main heir and a main heiress often make a bad household
- Deceived husbands
- Ac'hanta, Yann al Leue / Paket out bet adarre ! ► Well, John Calf, you got caught again!
- Emañ ma lod e pep hini / Kent em bezo bet ma hini ► I have a share in everyone until I get mine
- Yann Golo-pod ha Yannig Laouen ► John Lid & Johnny Happy (One knows and lets do, the other doesn't know.)
Money
edit- An arc'hant a zeu a-berzh an diaoul / A zistro buan da houarnañ Paol ► Money coming from the devil returns swiftly to shoe Paul [18]
- An arc'hant n'o deus c'hwezh ebet ► Money has no smell
- An arc'hant n'o deus ket a lost ► Money has no tail (It is difficult to stop it running away".)
- Ar paper a ya gant an avel hag an arc'hant a rank ruilhal ► Paper goes with the wind and money must roll
- Arc'hant douget n'int ket arc'hant dispignet ► Money you hold is not money you spend
- Arc'hant gant poan gounezet / Ne zle ket bout gwall zispignet ► Money earned in pain must no be spent in vain
- Dle ne ra ket a vern ► Debts do not heap up wealth
- El lec'h ma kan ar skrilh e vez arc'hant ► Where the cricket sings there is money
- Gant arc'hant e vez gounezet arc'hant ► Money brings money
- Gant spilhennoù e c'heller paeañ ur c'houmanant mard eus a-walc'h anezho ► One can pay a rent with pins if there are enough
- Goude ar rastell e teu ar forc'h ► After the rake comes the fork (People often squander their parents' money.)
- Gwelloc'h eo amploc'h evit justoc'h ► Better too ample than too tight
- Gwelloc'h moged evit rev / Gwelloc'h arc'hant evit blev ► Better smoke than frost, better money than hair [19]
- Gwelloc'h peñsel evit toull ► Better a patch than a hole
- Gwelloc'h skiant evit arc'hant ► Better sense than money
- Keit ha ma pado / Biken ne vanko ► As long as it will last, never will it run short
- Kement a zo gwenn n'eo ket arc'hant, kement a zo melen n'eo ket aour ► All that is white is not silver, all that is yellow is not gold
- Kemer hep lakaat / Nebeut e pad ► Taking without putting does not last
- Koll a ro skiant da foll ► Loosing gives sense to the fool
- Kolo leun ar rastell ► A rakeful of straw (A lot of work and a lot of debts.)
- N'eo ket ar c'herañ ar gwellañ ► The most expensive is not the best
- N'eo ket diouzh an arc'hant / E pouezer ar skiant ► Sense is not according to money
- N'eo ket gant marvailhoù / E paeer an dleoù ► Debts are not paid for by fairy tales
- N'eus ken nemet al laoueien a ziskouez o gwenneien ► Only the down-and-out show their pennies
- Naontek gwech ha pevar-ugent ez a ar sailh er puñs, hag er c'hantvet gwech e stok ► Ninety-nine times goes the bucket to the well, and it touches on the hundredth (No money left.)
- Ne c'houzañver ket an dienez ken na ve aet ar feunteun da hesk ► One doesn't suffer from poverty until the fountain runs dry.
- Neb a bae e zle / A zastum leve ► Whoever pays his debts heaps up income
- Neb a brest arc'hant hep gwarant / A goll ha mignon hag arc'hant ► Whoever lends money without guarantee loses a friend and money
- Neb a viras a gavas / Antronoz veure pa savas ► Whoever had kept, found when he got up the day after
- Neb a yelo da gred / Mar na goll ne c'hounezo ket ► Whoever will buy on credit won't win if he doesn't lose
- Neb en deus, en deus / Neb n'en deus ket a sell a-dreuz ► Whoever has, has; whoever hasn't looks askance [20]
- Pa vez tro da goll/ Eo gwell hanter eget holl ► When it comes to lose, better half than whole
- Prenañ kig digant ar bleiz ► To buy meat from the wolf (To pay a lot.)
- Segal a zegas segal ► Rye brings rye [21]
- Seul vui a vez, seul vui 'vez c'hoant / Da zastum leve hag arc'hant ► The more there is, the eager to heap up income and money
- Seul vui, seul c'hoazh / Seul vui, seul wellañ ► The more, the more again; the more, the better
- Siwazh, ker berr on ma rankan / Lakaat daou d'ober unan ► Alas, I'm in such a strait that I must put one to make two
- Skoed em dorn a dalv din-me / Muioc'h eget daou o vale ► Better one crown in my hand than two marching
- Trouz arc'hant ha c'hwezh vat / Ne reont na yalc'h na kofad ► Money jingling and perfume do not fill up purse or belly
- Un ti kaer neb a savo / A gavo buan e yalc'h c'houllo ► Whoever will build a nice house will soon find his purse empty
Old age
edit- Aesoc'h ar mab goulenn ouzh tad / Evit d'an tad goulenn ouzh mab ► It's easier for the son to ask from the father than for the father to ask from the son
- An hini a zalc'h an askorn / A yelo ar c'hi da heul e zorn ► The dog will follow whoever's hand is keeping the bone
- An hini gozh a lamm en dour / Hag a bed Doue d'he sikour ► The old woman jumps into the water and prays for God's help
- Ar skosoù kozh ne vevont ket pell pa vez kemmet lec'h dezho ► The old stumps do not last when you change their place
- Div, teir amzer en deus an den / N'int ket heñvel an eil ouzh eben ► Man has two or three ages, all different
- Grisaat n'eo ket koshaat ► Greying is not getting old
- Gwrac'h klemmus, gwrac'h padus ► Moaning old woman, lasting old woman
- Mat eo bevañ pell / Bevañ mat zo gwell ► It's good to live long, living well is better
- Ne c'heller ket, siwazh, neveziñ / Beg ur wrac'h kozh 'vel tal an ti ► Alas, no way to renovate an old woman's mouth like the front of the house
- Tremenet an heol war he zreuzoù ► The sun passed over her doorstep (She cannot give birth anymore.)
- Ur c'hozh louarn, hag eñ pare / Ur gozh yar c'hoazh a garfe ► An old tired fox would like an old hen yet
Priests
edit- Al louarn o prezeg d'ar yer ► The fox is preaching to the hens
- Ar veleien ne garont ket / Bezañ distroet eus o fred / Gortozit 'ta gant pasianted / Pe an absolvenn n'ho po ket ► The priests don't like to be interrrupted in their dinner, so wait with patience or you won't get absolution
- Hag e vec'h eus gouenn ar c'hi / Mard hoc'h eus madoù, deuit en ti / Hag e vec'h eus gouenn ar roue / Mard oc'h paour, it en anv Doue ► May you be of canine stock, come in if you are wealthy; may you be of royal blood, if you're poor, go away for God's sake
- Hêrezh ur beleg eo arabat he c'has da benn uhelañ an ti ► Do not keep a priest's inheritance in the attic (Do not keep it, because it comes from the poor.)
- Kelien ha merien / Menec'h ha beleien / Pevar seurt loened / Ar gwashañ zo er bed ► Flies and ants, monks and priests: the four worst species of animals in the world
- Muioc'h a win eget a goar a zispigner er pardonioù ► More wine than wax are spent in religious feast
- Pep manac'h a bed evit e sac'h ► Every monk preaches for his stomach
- Peurvuiañ ar beleg / A lâr en ur brezeg / Selaouet ma c'homzoù / Laoskit ma oberoù ► Most of the time, the priest says in his sermon: listen to my words, don't look at my deeds
- Reizhenn manac'h a zo tennañ / Digant an holl hep reiñ tra ► The monk's rule is taking from everybody without giving to anybody
- Ur beleg marv / Un all en e lec'h ► A dead priest, another one in his place
Property
edit- A-nebeut-da-nebeut / Ez a da ludu ar bern keuneud ► Step by step, the firewood heap turns to ashes
- Aet eo war ur plankenn lardet ► He walked on a greased board (He is ruined.)
- Ar c'had zo d'an neb he fak ► The hunter owns the hare
- Ar madoù bras, an enorioù / Eus a sent a ra diaouloù ► Wealth and honors turn the saints into devils
- An eil nebeud a gresk egile ► Every bit makes the other bits grow
- Ar pezh a zeu gant ar mare lanv / Gant ar mare a dre er-maez a yelo ► What comes with the rising tide will go away with the ebb tide
- Ar yar a goll he vi / Dre forzh kanañ goude dozviñ ► The hen loses its egg from singing after laying
- Bern n'eo ket mammenn ► A heap is not a fountain
- Bleud an diaoul ac'h a da vrenn ► The devil's flour turns into bran
- E soc'h a yelo da vinaoued ► His ploughshare will turn into an awl (He's going to be ruined.)
- Erru ur gont a vez / Ez a ar paour e gouez ► At a certain point, the poor turn into wild
- Gwell eo hep dle bara heiz / Eget amprest bara gwinizh ► Better oat bread paid for than borrowed wheat bread
- Pinvidik on koulz ha nikun / Pa 'z on kontant eus ma fortun ► I'm as wealthy as anyone, since I'am happy with what I have
Sea
edit- Ar mor a lavar d'ar martolod : poagn ganin, me az pevo; diwall razon, me az peuzo ! ► Says the sea to the sailor: strive with me, you'll live; neglect me, you'll drown!
- Deomp da gousket / Pa zeuy ar mor e teuy pesked ► Let'sgo to sleep, fish will come when the sea comes
- Ret eo neuñviñ pe veuziñ ► Swimming or drowning
Servants
edit- Ar mestr mat a ra ar mevel mat ► The good master makes the good servant
- Ar mestr zo mestr ha pa ve kaoz eus e revr ► The master is the master, even when the topic is his arse
- Gwelloc'h ur mevel divragez eget digontell ► Better a bare-bottomed servant than one without a knife
- Mevel nevez pa zeuio / Kement ha tri e labouro ► A new servant will work like three
- N'eo ket fall mont da vevel 'lec'h ma vez lart ar c'hi ► It is not bad to be a servant where the dog is fat
Society
edit- Mouezh Doue eo mouezh an dud ► God's voice is the people's voice
- Responsibility
- Arabat eo mont war-bouez un neudenn vrein ► Do not cling to a rotten thread (Do not stick to a lame excuse.)
- Digarez ar c'hreñvañ eo bepred ar gwellañ ► The strongest man's excuse is always the best
- N'eo ket a-walc'h staotañ er piñsin / Ha mont er-maez da c'hoarzhin ► To urinate into the font and get out to laugh is not enough (One must take their responsibilities.)
- Judging
- Arabat eo barn an dud diouzh o gwelet ► Do not judge people from their look
- Barnit ar re all / Evel ma fell deoc'h bezañ barnet ► Judge others like you want to be judged
- Diouzh ma ri e vi barnet ► You will be judged according to your deeds
- Emañ ar billig o tamall ar pod-houarn ► The pan is judging the iron pot
- Kentañ rebech a ra kakouz da gakouz eo kakouz ► The first criticism a leprous makes to a leprous is to be a leprous
- Lies a wech e vez tizhet fall / Neb a gustum tizhout ar re all ► Whoever often criticizes others often can't stand criticism
- Ma mab, gant ar ment a venti / Ha netra ken, mentet e vi ► Son, according to the measure you'll apply and no other will you be measured
- Podez merenn a ra goap eus podez koan / Padal emaint o-div war ar memes tan ► The lunch pot makes fun of the dinner pot, yet they sit on the same fire
- Ret eo lemmañ a-raok flemmañ ► One must sharpen before stinging
- War stad ar re all neb a gomzo / Mar kar em sellet e tavo ► Whoever speaks about others' state should look at himself and keep quiet
- Meetings
- Aet eo ar c'hazh gantañ ► The cats is gone with him (He's gone stealthily.)
- El lec'h ma staot ur c'hi / E staot daou, tri ► Where one dog pisses, two or three do the same
- Reputation
- Brud mat a chome e toull an nor / Brud fall a red betek ar mor ► Good reputation stays at the door, bad reputation runs to the sea
- Evit plijout d'an holl / Eo dleet bezañ fur ha foll ► One must be wise and foolish to be liked by everyone
- Public relations
- Da heul ar bleiz / Ned a ket an oan ► The lamb doesn't follow the wolf
- Gra da oan hag e vi touzet ► Act like a lamb and you'll be sheared
- Gwelloc'h eo plegañ eget terriñ ► Better yielding than breaking
- Lez kaoc'hig da zont, ha warc'hoazh emañ foerig da zont ► Let a little turd come in, and the runs will come tomorrow (Show weakness to somebody, and they'll ask for more and more from you.)
- Lezit ar re all da ziluziañ o gwiad ► Let others untangle their hank
- Mar plegez da vout gwelien e vi lonket gant ar moc'h ► If you accept to be washings, you'll be swallowed by the pigs
- Neb a lavar e oar pep tra / A ziskouez bout an azenañ ► Whoever says he knows everything shows that he is the greatest fool
- Neb a venn krougañ ar c'hazh a lavar eo fall da logota ► Whoever wants to hang the cat says it's no good at chasing mice
- Neb n'eo ket mestr en e vro / Mont d'ur vro all hag e vo ► Whoever isn't master in his country, let him go to another and he'll be
- Pa lez an den da lakaat un troad war e c'houzoug e vez lakaet daou ► Whoever lets a foot on his throat gets two
- Un azen ned a ket da lavaret grasoù ► An ass doesn't say Graces (It never thanks.)
- Solidarity
- Dre faot un tach e koll ar marc'h e houarn ► Because of a nail the horse loses its shoe
- Gwadegenn evit gwadegenn pa vo lazhet ar moc'h ► Black pudding for black pudding when the pig is killed [22]
- Gwell eo rannañ etre dek eget lezel unan hep ► Better sharing between ten than leaving one without a share
- Kenderv-kompez pa bresti / Mab ar c'hast pa c'houlenni ► Cousin when you'll give, son of a bitch when you'll ask
- Pep hini d'e dro / Evel an toaz e go ► Everyone has his turn like the rising dough [23]
- Poan lodennet / Poan dibennet ► Grief shared, grief beheaded
- Truez hep sikour a ra nebeut a vad ► Pity without help is useless
- Un amezeg mat zo gwell / Eget ned eo kerent a-bell ► Better a good neighbour than distant kin
- Un neudenn na grougo den / Kant neudenn a ra kordenn ► One thread won't hang anybody, a hundred threads make a rope
- Body
- Blev a rodell : diaoul a baotr ► Curly hair: wretched boy
- Ur chouk ront hag ur revr plat / Hennezh zo ur paotr mat ► Round nape of the neck and flat bottom: that's a good boy
- Secrets
- Bezit atav war evezh ouzh un den mezv/ Rak ar pezh a oar, an holl er gouezo ► Beware of the drunk because what he knows, everybody will know
- Divskouarn zo er c'harzh / Diavaez ha diabarzh ► The hedge has ears out and in
- El lec'h ma vez tri e vez toull an ti ► Where there ar three persons, the house has a hole in it (A secret doesn't last when three persons know it.)
- Pig pe vran a gan ► A magpie or a crow sings
- Ur sac'h dizere eo ► He is an untied bag (He cannot keep a secret.)
- Experience
- Kouezhet eo e veud en e zorn ► His thumb has fallen in his hand (He's been disillusioned.)
- Tremenet eo lost al leue dre e c'henoù ► The calf's tail has passed trough his mouth (He has missed the point.)
- Discussions
- Dont a ri da'm forn da boazhañ ► You'll come to cook in my oven (You'll agree with me in the end.)
- Ma genoù zo din hag ho hini zo deoc'h ► My mouth is mine and yours is yours
- Ne ruo ket hiroc'h eget e c'har ► He won't kick out further than length his leg (He'll moan until he gets tired and keeps quiet.)
- Neb ne lavar ger a zo asant ► Silence gives consent
- Peoc'h ! Peoc'h !/ Lost ar vuoc'h / Zo ganeoc'h ► Quiet! Quiet! You get the cow's tail! (You are right.)
- Character
- Bout fier ne goust netra / Bragal a ra ► Being proud is free, strutting around costs
- Diaesoc'h eo ober mezh dezhañ eget ober doñjer d'ur pemoc'h ► It's more difficult to disgrace him than to disgust a pig
- Diouzh e gan ez anaver al labous ► One knows the bird from its song
- Goapaat a ra ker flour / Ma tennfe dienn diwar zour ► He makes fun so sweetly he could get cream from water
- Hennezh 'vez atav war-lerc'h kerc'h ► He always comes after the oats (He's always last to arrive or to understand.) [24]
- Hennezh a ra kalz a deil diwar nebeud a c'houzell ► He makes a lot of manure from little litter (He boasts a lot but has little.)
- Memor verr a rank kaout divesker hir ► Short memory must have long legs
Trade
edit- E-keñver kinklañ eo gwerzhañ ► Presentation makes sales
- Lakaat he zorn en e zisheol ► To put one's hand in the shade (Missing a good deal.)
- Na werzh netra da vignonig / Na bren netra digant pinvidig ► Do not sell to a friend, do not buy from the rich
- Prenit ker pell hag a garot / Gwerzhit ker tost hag a c'hellot ► Buy as far as you want, sell as near as you can
- Re ginnig marc'hadourezh a ziskouez n'eo ket hewerzh ► To put too much goods on display shows that they are difficult to sell
Truth
edit- An den klañv e zaoulagad n'hall ket gwelet an deiz / Nag ar re a zo kablus klevet ar wirionez ► A sore eye cannot see the daylight, nor can the culprit hear the truth
- Ar wirionez na dalv netra / Pa ra gaou ouzh an nesañ ► The truth is unworthy when it harms others
- Ar wirionez zo diaes da glevet / Dreist pep tra d'an hini n'he c'har ket ► It is hard to hear the truth, above all when you don't like it
- Ar wirionez zo kasaus / Ha neb he lâr zo arabadus ► Truth is appalling and whoever tells it is troublesome
- Etre c'hoari ha fars / E vez lavaret ar wirionez da galz ► Between playing and jokin, one tells the truth to many
- Neb a oar reizh ar wirionez / A c'hall he lâret gwell a-se ► Whoever knows the truth can tell it for good
- Ur gaou livet zo heñvel ouzh ar wirionez ► A good lie is like the truth
Virtues
edit- Ar bleiz a varvo en e groc'hen ► The wolf will die in its hide (Everybody stay with their qualities and faults.)
- Reserve
- Brizh-diod hag a oar tevel / Ouzh un den fur zo heñvel ► An idiot who knows how to be quiet is like a wiseman
- Chomit sioul hag e pakot logod ► Be quiet and you'll catch mice
- El lec'h ma vez an dour ar sioulañ / E vez an donañ ► The water is deepest where it is calmest
- Gwashoc'h un taol teod / Evit un taol kleze ► A tongue's bite is worse than a sword's bite
- Gwelloc'h ur ger tavet / Eget daou lavaret ► Better a word kept unsaid than two words said
- Lagad a dalv teod ► An eye is worth a tongue
- Neb zo lemm e deod a zle bout kalet e skouarn hag e benn ► Whoever is sharp-tongued must have a hard ear and a hard head
- Tevel hag ober ► Be quiet and do
- Sobriety
- Aliesoc'h an hini a vez beuzet er gwer eget er stêr ► People drown more often in a glass than in a river
- Goude reilhenn, pinijenn ► After debauchery, punishment
- Neb a erbed e sec'hed / A erbed e yec'hed ► Whoever masters his thirst masters his health
- Honour
- An enor ne dalv netra / Met magañ a ra ► Honour is worth nothing, but it feeds
- Gwell e ve ganin mervel mil gwech / Eget koll ma enor ur wech / Rak ma enor, pa vez kollet / Evit e glask n'er c'havin ket ► I'd better die a thousand times than lose my honour once, because when I lose my honour I'll never retrieve it
- Cautiousness
- Al logodenn n'he deus nemet un toull / Zo boued d'ar c'hazh abred ► The mouse which has only one hole will soon be eaten by the cat
- Ar bodennoù o deus daoulagad ► The bushes have eyes
- Ar c'hizhier a glev ► The cats hear
- Na daolit ket ho potoù kozh a-gostez / Ken n'ho po ur re nevez ► Do not throw your old shoes away before getting new ones
- Prenañ keuneud zo re ziwezhat / Pa vez ret c'hwezhañ er biziad ► It is too late for buying firewood when one must blow on their fingers
- Humbleness
- Brav a-walc'h eo lâret pa vezer pell eus ar bec'h / Berroc'h e vez an teod pa vezer war al lec'h ► Speaking is easy when far from the task; the tongue is shorter when on the job
- E beg ar skeulioù uhel / E c'hwezh kreñv an avel ► The wind blows hard on the highest rung of the ladder
- Evit c'hoazh n'eo ket bet ganet / Neb a zo gant an holl karet ► The person who is liked by everybody is yet to be born
- Eürusañ den zo er bed / An den n'eo ket anavezet ► The happiest man in the world is the unknown man
- Lakaet an diaoul e penn izelañ an ti / Hep dale er penn uhelañ e vestroni ► Put the devil in the basement, he will soon command from the attic
- Charity
- Aes eo ober blijadur, diaes eo ober vad ► To please others is easy, to do good to them is difficult
- Al laer brasañ / A groug ar bihanañ ► The biggest thief hangs the smallest one
- Al laeron vihan a vez krouget / Hag ar re vras ne vezont ket ► The small thieves are hanged, the big ones are not
- Ar pezh a roer ne dalv netra / An doare da reiñ eo a ra ► What one gives is less worthy than the way it is given
- Ar roerig, ar c'haverig ► Whoever gives, finds
- Bezit mut pa roit / Pa roer deoc'h, komzit ► Be quiet when you give, speak when you receive (Say thank you.)
- Bravoc'h reiñ eget mont da glask ► Better giving than begging
- Daouarn tomm ha kalon yen / A ra goap ouzh meur a zen ► Warm hands and cold heart make a fool out of more than one
- Didalvez ha koll amzer / Deskiñ ar mad hep en ober ► To learn good without doing it is useless and a waste of time
- Eus ar skudell a roez e resevez ► You get from the bowl you give
- Gwell eo madelezh eget braventez ► Better goodness than beauty
- Hennezh zo eus gouenn an touseg, p'en deus aon na vankfe douar dezhañ da zebriñ ► He's the stuff toads are made of, because he's frightened of being short of ground to eat (He's a miser.)
- Nesoc'h eo ilin eget dorn ► The elbow is nearer than the hand (One gives preferably to their kin.)
- Ober vad pa c'helli / Droug a ri pa gari ► Do good when you can, tou'll do evil when you feel like to
- Pa zeu ar paour da doull ho tor / Mar ne roit dezhañ, respontit gant enor ► When the poor comes to your door, if you don't give to him, answer with honor
- Reiñ d'ar paour aluzen alies / Ne ziverras biskoazh an danvez ► To give a lot charity to the poor never reduced wealth
- Un dorn hon eus da gemer hag un dorn all da reiñ ► We have a hand for taking and another one for giving
- Ur vad peurc'hraet / Prest ankounac'het ► A good done is quickly forgotten
- Honesty
- An neudenn eeun eo ar gwellañ ► The straight thread is the best
- Benniget ul laer hag a laer ul laer ► Bless the thief who robs a thief
- Hennezh en deus ur gontell da droc'hañ diouzh an daou du ► He has a knife that cuts on both sides
- Heñvel war wir e sav ken aes / Ha ma ra dienn war al laezh ► Alike raises on true as cream rises on milk (Forging convincing lies is easy.)
- Ker gwazh neb a zalc'h ar sac'h / Ha neb a laka e-barzh ► The one who holds the bag is as guilty as the one who fills it
- Neb a laer ur spilhenn / A c'hall laerezh un azen ► Whoever can steal a pin can steal a donkey
- Neb a ra hervez a zle / A gousk dispont en e wele ► Whoever acts according to his duty sleeps tight in his bed
- Pa vez an tan e vez laer ivez ► When there is fire there is a thief too
- Tra lavaret a zle bout sevenet ► Act according to your words
- Un den onest d'en deus nemet ur ger ► An honest man is a man of his word
- Patience
- En noz e kemerer ar silioù / Dale a ra vad a-wechoù ► Eels are catched at night, late is good sometimes
- Gant kolo hag amzer / E teu da eogiñ ar mesper ► With straw and time, the quinces ripen
- Gortoz pell, gortoz gwell ► Wait for a long time, wait for better times
- Karrig a dro a denn bro / Karrig a red ne bad ket ► A rolling little cart covers land, a running little cart breaks
- N'eus netra o paeañ an dud / 'Vel an amzer ► Nothings pays a man like time
- Ne c'hall ket ur wezenn kaout bleuñv hag avaloù ► A tree cannot bear flowers and apples
- Ne zeu ket a besked d'ar gigenn bep tro ma vez en dour ► The fish don't bite as many times as you cast the bait in the water
- Neb a ya fonnus a ya pell / Neb a ya difonn a ya gwell ► Whoever runs goes far, whoever walks goes well
- Neb a zalc'h a dizh / Neb a red a skuizh ► Whoever walks arrives, whoever runs gets tired
- Rannañ pe gannañ ! — Leuskel ar gwad da yenañ ► Share or fight! — Leave the blood to cool off (Allow the anger to pass away.)
Wisdom
edit- A bep liv marc'h mat / A bep bro tud vat ► Good horses whatever their colour, good people whatever their country
- A skiant hag a goantiri / Eo pinvidik a-walc'h pep hini ► There is enough sense and kindness in everyone
- A-barzh kontañ war sikour Doue / Eus ho kostez poagnit ivez ► Before counting on God's help, strive on your side
- Alies eus ar furnez / E teu ar gorregezh ► Slowness often comes from wisdom
- An aon eo boulc'h ar furnez ► Fear is the beginning of wisdom
- An den a gomz, al loen zo mut / Diouzh o skiant eo komzoù an dud ► People speak, animals ar speechless, people's words are according to their sense
- An devezh goude biken, pa savo ul loar nevez e ti ar gemenerien ► The day after never, when there's a new moon at the tailor's
- An esperañs a vev an den / En dizesper ne vev den ► Hope feeds everyone, despair doesn't feed anyone
- An ezhomm a ra ar pec'hed ► The sin comes from the need
- An traoù gant an traoù / An nez gant al laou ► Things with things, nits with lice
- Ar c'hamm a sailh keit hag un all / Hiroc'h mar gall ► The lame jumps as high as everyone, higher if he can
- Ar c'hamm a wel e damm ► The lame sees his bit (He has his pride too.)
- Ar c'hlask zo frank / Ar c'haout n'eo ket stank ► The search is wide, the findings are scarce
- Ar pezh a zo tremenet ne zaleo ket ► What is past won't be late
- Ar rod a vez atav e tu pe du o treiñ ► The wheel is always turning on one side or the other
- Ar sant pellañ / Ar sant gwellañ ► The farther the saint, the better
- Ar vevenn ne dalv ket ar vezherenn ► The selvage is not the fabric
- Arabat eo c'hwitellat uheloc'h eget ar genoù ► Do not whistle higher than your mouth
- Arabat eo d'ar c'hilhog kanañ re abred ► The rooster shouldn't crow too early (Don't count your chickens before they're hatched)
- Arabat eo fiziout ar souchet o krediñ e ve kousket ► Do not think that the crouched is sleeping
- Arabat eo klask treiñ an avel / Diwar-bouez ur sugell ► Do not try to change the wind by means of a rein
- Arabat eo lakaat peñsel burell da limestra ► Do not patch purple with homespun (Cheap doesn't match expensive.)
- Arabat eo lavaret « biken ne dañvain seurt soubenn » ► Do not say "I'll never have of that soup"
- Arabat eo stekiñ e benn ouzh ar wezenn bellañ ► Do not bang your head on the farthest tree (Watch further than the tip of your nose.)
- Bale skañv ha gwelet a-bell / Zo merk un den a boell ► Walking light and seeing afar show the smart person
- Bez fur, pa n'out ket koant / Diskouez ec'h eus skiant ► Be wise if you're not hansome, show that you have sense
- Bili war ziribin / Ne zastumont ket a vezhin ► Rolling shingle do not gather wrack
- Biskoazh louarn n'eo bet paket / Div wech en ur griped ► No fox was ever caught twice in a trap
- Biskoazh sant n'eo bet en e barrez meulet ► No saint was ever praised in his parish
- Buoc'h Marteze zo aet pell zo gant ar bleiz ► The cow Maybe was caught long ago by the wolf
- D'an dud fall ober meuleudi / Ouzh ar re vat zo strinkañ pri ► Praising bad people is throwing mud to good people
- Daou benn zo da bep bazh ► There's two ends to every stick
- Daou louarn kamm zo trec'h war unan eeun ► Two lame foxes beat a straight one
- Dibaot hent kaer na ve meinek / Ha gwenodenn na ve dreinek ► Few nice roads are stone free and few paths are thorn free
- Dibaot siminal a voged / Anez na vez tan en oaled ► Few chimneys smoke without fire in the hearth
- Diouzh a reoc'h / E kavoc'h ► You will find according to your deeds
- Diouzh ar frouezh emañ ret tañvaat / Kent evit lavaret emañ mat ► One ought to taste the fruit before saying they're good
- Dister an dra mar ne dalv ket ar boan d'e c'houlenn ► Trifling is a thing if it's not worth asking for it
- Diverglañ a ra an houarn en tan / An den n'eo den anez kaout poan ► Fire removes rust from iron, man is not man save by suffering
- Diwar deir gwech e torr ar blanedenn ► The third time breaks the fate
- Doue a sell ouzh an den / Pa laka e grezenn e yen ► God watches the man when his shirt cools down
- E pep tra e klask pep den / Tennañ begig e spilhenn ► Every man tries to pull tip his pin from everything
- E-touez ar muiañ a drein / Emañ ar gaerañ rozenn ► Where there are the most thorns stands the most beautiful rose
- El lec'h n'eus nemet tud dall, ur born zo mat da roue ► In the land of the blind, a one-eyed man can be king
- En noz, ker brav ar raden hag ar roz ► By night, ferns are as beautiful as roses
- Eno emañ micher ar bed / Lakaat an traoù d'ar red / Darn o vont / Darn o tont ► That's the world's job: making things run, some going, some coming
- Etre naet ha loudour / Ur berad dour ► Between clean and grimy: a drop of water
- Eus ar sac'h ne c'heller tennañ / Nemet ar pezh a zo ennañ ► One can take from a bag only what's in it
- Eus vi torret da alumen / Ne zigloro labous biken ► From an egg broken for an omelette there will never be any bird
- Evel ar pennoù kolo / Ar pennoù uhel zo goullo ► Straw heads and high heads are empty
- Gant a bep seurt leueoù e vez graet foarioù ► Any kind of calves make a fair
- Gant an amzer hag an avel / Ez a pep anken war o divaskell ► With time and wind, all sorrows fly away
- Gant ar c'han kaerañ / E vez al labous kaouedet ar gwellañ ► With the most beautiful singing, the bird is best caged up (Beware of the flatterers.)
- Gedal n'eo ket koll ► Watching is not losing
- Goude an delenn, ar rebed ► After the harp, the fiddle (From one pleasure to another.)
- Gouzañv hep klemm ar pezh a c'hoarvez / Zo louzoù mat ouzh pep enkrez ► Enduring what happens without moaning is good medicine against any grief
- Gwall fall e tle bout ar wezenn / Pa n'hall ket sec'hañ he ruskenn ► A bad tree cannot dry up its bark
- Gwechall diouzh gwechall / Hiziv diouzh hiziv ► Past is past, today is today
- Gwell eo dougen ar groaz eget he ruzañ ► Better carry the cross than drag it
- Gwell eo furnez evit pinvidigezh ► Better wisdom than wealth
- Gwell eo ur gudenn mat-nezet / Evit n'eo un ti skubet ► Better skein well spun than house swept out
- Gwelloc'h eo distreiñ diwar hanter hent eget ober gwall veaj ► Better U-turn halfway than bad trip
- Gwelloc'h gloazañ daou eget lazhañ unan ► Better hurting one than killing two
- Gwelloc'h un taol troad eget un taol teod ► Better a kick than a lick
- Hep stourm ne vezer ket trec'h ► There's no victory without fighting
- Itron Varia an Amzer / Ne labour let en aner ► Our Lady of Time doesn't work in vain
- Kaerañ zo eo al lagad / Pa vez digor war galon vat ► The most beautiful is the eye when open on a good heart
- Kalonek a drec'h pep tra ► The courageous beats anything
- Kammed-ha-kammed e reer tro ar bed ► Step by step one goes round the world
- Kant bro, kant giz / Kant parrez, kant iliz / Kant marc'hadour, kant priz / Kant maouez, kant hiviz / Nemet unan a vefe dihiviz ► A hundred countries, a hundred ways; a hundred parishes, a hundred churches; a hundred merchants, a hundred prices; a hundred women, a hundred blouses, except when one doesn't wear any
- Kant klevet ne dalvezont ket ur gwelet ► Hearing a hundred times isn't worth seeing once
- Karet a reer an drubarderezh / Kasoni zo ouzh an trubard ► One loves treaseon and hates the traitor
- Kement a strak / Ne dorr ket krak ► What creaks doesn't necessarily break
- Keuz a-raok ne vez ket / Keuz war-lerc'h ne dalv ket ► There are no regrets before, regrets after are unworthy
- Ki skaotet a dec'h rak dour bervet ► Scalded dog runs away from boiled water (Once bitten, twice shy.)
- Klask pesked pa vez tost al lenn, ev dour pa vez tost ar feunteun ► Look for fish when the lake is near, drink water when the fountain is near
- Kraf evit kraf / Krog evit krog / Ivin ouzh ivin ► Blow for blow, hold for hold, nail for nail
- Lagad a dalv teod ► An eye is worth a tongue (Better seeing than hearing)
- Lavar din piv a hentez, me 'lavaro dit piv out ► Tell me who you move with, I'll tell you who you are
- Lod a ouel, lod a gan / Ar bed zo dudi ha poan ► Some cry, some sing, the world is entertainment and grief
- Mad graet / Buan ankouaet ► Good done, quickly forgotten
- Mallozh da neb a zo ganet en ur gwall vro / Rak atav e tistro ► Woe to him who was born in a bad country, because he always returns
- Mar skubfe pep hini dirak e di / Ne welfed ket e nep lec'h loustoni ► If everybody cleaned up before their door, you wouldn't see litter anywhere
- N'end eus ket menez hep deval ► There is no mountain without downward slope
- N'eo ket an tog a ra an eskob ► The hat doesn't make the bishop
- N'eo ket ar c'hezeg bras a gas ar c'herc'h d'ar marc'had ► It's not the big horses that bring the oats to the market (The biggest is not always the strongest.)
- N'eo ket d'ar re fall / Ober lezenn d'ar re all ► Bad people shouldn't lay own their law
- N'eo ket gant taboulinoù e vez paket ar c'had ► Drumming won't catch the hare
- N'eo ket ur c'hement c'hoantaat ha kaout ► Desire is not possession
- N'eo ket ur skandillig a ra an hañv / Nag ur barr-avel a ra ar goañv ► One swallow doesn't make a summer, nor does one gale make a winter
- N'eus den ebet war an Douar / Na gav en tu bennak e bar ► There is no one on Earth who do not find their match somewhere
- N'eus den na tra hep e si / Hag alies en deus daou pe dri ► Any man or thing has a fault, and often two or three
- N'eus droug ebet ha na denn da vad ► There is no evil that doesn't turn to good
- N'eus netra o paeañ an dud e par an amzer ► There is nothing more rewarding than time
- Na rebech da zen ar pezh a ri da-unan, pa n'ouzez ket petra a ri warc'hoazh ► Do not reproach somebody for doing something you'll do, because you don't know what you'll do tomorrow
- Ne c'heller ket bout ha bout bet ► One cannot be and have been
- Ne vern an hent, gant ma c'heller degouezhout ► No matter the road, if one can arrive
- Neb a c'hed en devez ► Whoever watches gets
- Neb a c'hoarzh da veure a c'harm da noz ► Whoever laughs in the morning cries in the evening
- Neb a dromplo gant spilhoù / A dromplo gant skoedoù ► Whoever cheats with pins will cheat with crowns
- Neb a ra bil / A zeu tort ha vil ► Whoever worries turns hunchbacked and ugly
- Neb a sent ouzh e benn / Zo sotoc'h eget un azen ► Whoever obeys his head is more stupid than a donkey
- Neb a ya d'ar foar a goll e blas ► Whoever goes to the fair loses his place
- Ouzh ar red n'eus ket a remed ► There is no medicine to obligation
- Pa erru ur c'holl en ti / Ec'h erru daou pe dri ► When a loss happens in the house, two or three happen
- Pa vez ar c'hazh da foetañ / Foetañ diouzhtu eo ar gwellañ ► When you must whip the cat, whipping at once is the best thing to do
- Pa vez ar c'hazh er-maez ag ar gêr / Al logod a ra fest er solier ► When the cat is out of the house, the mice feast in the loft
- Pa vez debret ar bara / E vez diaes e baeañ ► When the bread is eaten, i is hard to pay for it
- Pa vez gedon eo gedona ► Chase the hares when there are
- Pa vez kamm ar c'heuneud ne vez ket eeun ar glaou ► When the firewood is twisted, the charcoal is not straight
- Pa vezer savet en uhelañ / E vez al lamm brasañ ► The higher you climb, the bigger the fall
- Pa voud ar skouarn gleiz / Meuleudioù a-leizh / Pa voud ar skouarn dehoù / Meuleudioù hebiou ► Left ear buzzing: lots of praise; right ear buzzing: praise pass by
- Pa zle erruout gwall / Gwell eo born eget dall ► When hardship must happen, better one-eyed than blind
- Pep hini a anavez e loen pa rank en bevañ ► Everybody know their animal when they must feed it
- Pep hini e vlaz / Logod d'ar c'hazh / Eskern d'ar chas ► Everybody have their tastes: mice for the cat, bones for the dog
- Pep tra a dremen gant an amzer ► Everything passes away with time
- Petra 'servij nac'h ouzh Doue / Ar pezh a oar ar Werc'hez ? ► What's the use of hiding from God what Our Lady knows?
- Poan ar re all zo skañv da zougen ► The others' grief is light to carry
- Tamm-ha-tamm ez a ar verc'h da vamm ► Step by step, the daughter turns to mother
- Tammig-ha-tammig ez a ar marc'h gant ar big ► Step by step, the horse goes with the magpie
- Tri beg zo o souten ar bed / Beg ar vronn, beg ar soc'h / Hag ar beg all a ouzoc'h ► Three tips hold up the world: the tip of the breast, the tip of the plough, and the other tip you know about
- Tud fallakr, abred pe ziwezhat / Ho pezo greun diwar ho had ► Bad people, sooner or later you'll get grain from your seeds
- Un den kreñv, un den krevet / Ur baleer bras, un den brevet / Un neñvier kaer, un den beuzet / Un tenner mat, un den lazhet ► A strong man, a dead man; a good walker, an exhausted man; a good swimmer, a drowned man; a sharpshooter, a killed man
- Un drezenn daoubennek A ro lamm d'ar genaoueg ► A two-headed bramble branch knocks down the idiot
- Ur gomz lavaret er poent mat / Zo gwelloc'h eget div re ziwezhat ► A word said at the right time is better than two said too late
- Ur wech n'eo ket atav eo ► Once is not always
Women
edit- An dilhad kaer, an dantelez / Ne guzhont ket alies santelezh ► Nice clothes and lace seldom hide saintliness
- An hini a vez e gras ar merc'hed / N'en devez na naon na sec'hed ► Whoever is liked by women is never hungry or thirsty
- Anez ar gwin hag ar merc'hed / Pegen didrouz 'vefe ar bed ► The world would be so silent without the wine and the women
- Ar big a grog en he skouarn ► The magpie bites her ear (She craves to get married.)
- Ar c'homzoù zo merc'hed / Ar skridoù zo gwazed ► Spoken words are women, written words are men
- Ar merc'hed hag an istr / A rafe d'ar vein ober sistr ► Women and oysters would make stones to make cider
- Ar ralañ tra a ya en hent / Zo ur pemoc'h hep roc'hal / Ur c'hi hep trotal / Div vaouez hep kaozeal ► The rarest things on the way: a pig which doesn't grunt, a dog which doesn't trot, two women who don't speak
- Daou dra war an Douar na reni ket : an amzer hag ar merc'hed ► Two things on Earth you won't master: the weather and women
- El lec'h ma 'z eus div vaouez e vez marc'had / El lec'h ma 'z eus teir e vez foar ► Two women make a market, three women make a fair
- Evel ur vaouez eo an dra-se : ne cheñcho ket ► This is like a woman: it won't change
- Evit ar mor bezañ treitour, treitouroc'h ar merc'hed ► The sea is treacherous, but the women are even more treacherous
- Evit ma krizet un aval mat / N'eo ket kollet e c'hwezh vat ► A wrinkled apple still smells good
- Gant ar c'hoant da bignat re uhel / Ar plac'hig a ziskenn izel ► When she wants to climb high, the young girl falls low
- Gouzañv an amzer hag ar merc'hed / Daou dra ret da ober ► Two things one must do: suffer the weather and women
- Gwell eo un dorzh vara war an daol evit ur melezour war ar prenestr ► Better a loaf of bread on the table than a mirror on the window
- Honnezh he deus bragez ha lostenn ganti ► She has trousers and a skirt (She acts like a master.)
- Honnezh he deus un teod da dennañ an diaoul eus an ifern ► She could remove the devil from Hell with her tongue
- Honnezh ne ziwano ket ar faou en he genoù ► No beech tree will grow in her mouth (She's a chatterbox.)
- Honnezh zo dir war he dremm ► There is steel on her face (She's shameless.)
- Karantez ar merc'hed zo e-giz ar pell / Pa soñjer an nebeutañ ez a gant an avel ► A woman's love is like chaff: it goes with the wind when you don't pay attention
- Neb en deus ur vaouez vrav / En deus div atav ► Whoever has a pretty wife gets always two (The wife puts on weight.)
- Ur pok Spagn zo bet roet dezhi ► She's got a Spanish kiss (She's pregnant.)
Work
edit- Abred pe ziwezhat ez a an taol da fall ► Sooner or later, the blow turns bad
- Al loc'hañ eo an diaesañ ► The beginning is the hardest
- An diviner a c'hounez e voued, al labourer na ra ket ► The soothsayer earns his food, the worker does not
- An hini a vale eeun a gav atav ledan e straed ► Whoever walks straight ahead always finds that the street is wide
- An hini a zo akuit da zebriñ a zo akuit da labourat ► Whoever is good at eating is good at working
- An hini na sec'h ket e bal / 'Zle bep mare sec'hañ e dal ► Whoever doesn't dry his shovel must dry his brow
- An tu eo an hanter eus al labour ► The method is half the work
- Ar boued d'an eur, al labour pa c'heller ► Food on time, work when possible
- Ar c'haerañ charretour a ziskar e garr ► Even the best carter tips his cart
- Ar c'housk a c'heller digoll / Met kousket a-raok zo koll ► One can catch up on sleep but sleeping in advance is vain
- Ar gwellañ bara da zebriñ / A vez gounezet o c'hweziñ ► The best bread to eat is earned with sweat
- Ar pezh a zo graet gant ma zad / A zo graet mat ► What is done by my father is well done
- Da louarn kousket / Ne zeu tamm boued ► No food comes to the sleeping fox
- Dibaot ar c'halvez / A labour hep danvez ► The carpenter seldom works without material
- Diouzh al labour / Ar micherour ► The work shows the wkorker
- El labour emañ ar yec'hed ► Work is health
- Evit pakañ louarn pe c'had / Eo ret sevel mintin-mat ► One must get up early to catch the fox or the hare
- Finesa zo gwelloc'h / Evit nerzh ► Better smart than strong
- Freuzañ hag adober a bad hir ► Undoing and redoing take time
- Gant ar boan hag an amzer / A-benn eus pep tra e teuer ► With efforts and time, one gets to the end of anything
- Goude dale / E teu ar gorregezh ► After lateness comes slowness
- Gwell eo un oberer eget kant lavarer ► One maker is worth a hundred speakers
- Hanter douget ur bec'h graet mat ► A well packed load is half carried
- Hennezh zo maout / Da lakaat spilhoù e revr ar saout ► He is good at putting pins to the cows' arses (At doing things the wrong way round.)
- Hirañ amzer, aesañ labour ► The longer the time, the easier the work
- Ho labour a yelo da labour wenn ► Your work will turn to white work (You are working in vain.)
- Karrig a dro a red bro ► A rolling little cart covers land
- Kemenerien omp tout / Met an tailh a zoug ► We are all tailors, but the cutting shows (His work shows the man.)
- Komz gant ur sod ret eo gwelloc'h / Reiñ flour gwinizh d'ar moc'h ► Better feeding wheat flour to the pigs than speaking to an idiot
- Labour Sul, labour null ► Sunday work, worthless work
- Labourat evel ma kac'h ar saout en noz ► To work like a shitting cow at night (To botch the work.)
- Labourat evel ur yar dilost ► To work like a topped hen (Do do unfinished work.)
- Mont da gerc'hat dour gant ur bouteg ► To go to fetch water with a basket (To do useless work.)
- Mont da glask avaloù er dervenn ► To go to fetch apples in the oak (To lack experience.)
- Na biskoazh den na eure re / Na rafe re nebeut goude ► There has never been a man who did too much without doing too little afterwards
- Ne c'heller ket kanañ ha c'hwitellat war an dro ► One can't sing and whistle at the same time
- Ne vez ket desket da dad-kozh ober bugale-vihan ► Do not teach grandad how to make children
- Neb a venn, hennezh a c'hall ► Whoever wants, can
- Neb en deus ezhomm da labourat a rank plegañ ► Whoever needs to work must obey
- Neb zo sod e soñj dezhañ / Eo sotoc'h an holl evitañ ► The idiot thinks that others are more idiot than him
- O c'hortoz ar geot da sevel e varv ar saout gant an naon ► The cows die from hunger while waiting for the grass to grow
- Pa ri ti, to / Pa ri falz, troad ► When building a house, put a roof on it; when making a scythe, put a handle to it (One must finish the work.)
- Paol gozh o klask eeunañ he gar d'e vamm / En deus he zorret e daou damm ► When the devil tried to straighten his mother's leg, he broke it in two pieces (It's better to let well alone.)
- Ret eo skeiñ war an houarn keit ha ma vez tomm ► One must strike while the iron is hot
- Ret eo terriñ ar graoñenn / Evit kaout ar vouedenn ► One must break the nut to get the kernel
- Seul gentañ, seul wellañ ► The earlier the better
- Stagañ kezeg ouzh lost ar c'harr / Lakaat lost ar c'harr a-raok ► To hitch up horses to the rear of the cart, to put the rear of the car in front (To work the wrong way round.)
- Ul loen ouzh ar stern / Ne zle ket kac'hat en ur bern ► A hitched up animal must not make a heap of dung (It must be working.)
- Un dra c'hraet ne zle netra d'un dra da ober ► What is done doesn't owe anything to what is to be done
- Ur c'homander mad a zo gwelloc'h evid daou labourer ► A good boss is better than two workers
- Ur sprec'henn a zebr alies kement hag ur marc'h mat ► A nag often eats as much as a good horse
Sources
edit- SAUVÉ, Louis-François 1878-1885 : Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne – Devinettes, formulettes, charmes et conjurations magiques, Slatkine Reprints, 1986 ISBN 978-2-05-100101-4
- GROS, Jules 1974 : Le Trésor du Breton parlé – Éléments de stylistique trégorroise, levrenn 3 : Le style populaire, supplement to the review Barr-Heol n° 88, Librairie Bretonne Giraudon, Lannion, 1976
- LE BERRE, Yves & LE DÛ, Jean : Proverbes et Dictions de Basse-Bretagne, Rivages, 1985 ISBN 978-2-903059-54-5 • Free downloading
- ARZUR, Anna-Vari Arzur : Pa ri ti to – 1000 proverbes en breton par 2000 petits Léonards, Skolig-al-Louarn, Plouvien, 1986
- (Collective) Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0 • pp. 1379-1394
- MÉNARD, Martial : Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012 ISBN 978-2-35678-069-0
References
editThis article does not cite its sources. |
- ↑ a b This one is about delivery.
- ↑ Filip: sparrow, and penis.
- ↑ A traditional saying at a Christening dinner.
- ↑ "Feel": the punishment.
- ↑ Alanig: "Li'l Alan", the fox.
- ↑ An Ankoù: [w:Ankou|a personification of death in Breton mythology].
- ↑ This one is about poachers.
- ↑ Warm and dry weather.
- ↑ Hulless oat, naked oat: (Avena nuda).
- ↑ St. Magdalen's day : 22 July.
- ↑ St. Michael's day : 29 September.
- ↑ Claudite, iam rivos, pueri; sat prata biberunt (Virgilius, Ecloga tertia, line 111).
- ↑ Rohan's son: a pig. This is pejorative from the Catholics against the Protestants.
- ↑ This one is about doctors.
- ↑ This one is about the widows.
- ↑ "Russet horse": jealousy.
- ↑ Brown: a brown-haired girl for wife.
- ↑ Paol / Paul: the devil.
- ↑ Smoke: the fireplace; hair: the poor peasant women used to sell their hair.
- ↑ This one is about envy.
- ↑ Segal ("rye") is slang for "money".
- ↑ This one is about compensation.
- ↑ Into the oven.
- ↑ Oats are the last cereals in the fields.